Tam Glaz joue son Kaz a-barz Pontaro, au Fest-Deiz de Ploeren (56), organisé par Tal er Mor.
Merci aux bénévoles, aux danseurs et à Michel D pour la vidéo.
Kaz a-Barz Pontaro
(Paroles Traditionnelles, Musique Charles Le Gouge))
E Bannaleg zo 'r pardon kaer
Lec'h ya 'r merc'hed gant al laer
Eno e weler ar baotred
Ganto kezeg bras ha sternet
Hag o zokoù a zo bleuniet
Evit dirollañ ar merc'hed
Gwillaouig kromm zo glac'haret
E Fantig koant en deus kollet
Kemenerig, 'n em goñfortet
Ho Fantig koant a vo kavet
Mañ du-se e meilh Pontaro
Ar baron yaouank war he zro
Tok, tok, tok ! "O ! Miliner !
Degas ma dous Fantig d'ar gêr
N'em eus gwelet ho tous Fanchon
Met ur wech e meilh ar baron
Ur wech amañ e-tal ar pont
Ur rozennig war he c'halon
Ganti ur c'hoef ken gwenn hag erc'h
Ha n'he deus ket bet diganeoc'h
Ur c'horf voulouz du 'n he c'herc'henn
Hag eñ bordet gant arc'hant gwenn
Ganti deus n’he brec'h ur paner
Frouezoù ken melen ha ken kaer !
Ha pa rofec'h din pemp kant skoed
Ho tous Fantig n'ho pezo ket
N'ho pezo ket ho tous Fanchon
Chom a ray e meilh ar baron
Ho tous Fantig n'ho pezo ket
Rak emañ ganin gwalennet
Chom a ray gant 'n aotrou Youenn
A zo ur c'hristen mat a zen
Негізгі бет Tam Glaz - Kaz a barz Pontaro
Пікірлер